Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
Introduction.

affection evidoc’h nemet un affection santel pehini a allo padout eternelamant; ra peadra en em attachi ouzoc’h dre un affection hac un union fall pehini a ranquer da derri ha da guitaat ? Me a fell din en em brepari a vremâ dar maro, ha quemeret ar sourci a so requis evit tremen eürusamant ar passaich-se. Me a fell din assuri va c’houstianç e stad vad muia ma illin, ha lacât urz en dra-m’an-dra p’en hini e vancàn.


Conclusion.


Trugarecaït Doue eus ar resolutionou-mâ en deveus roet deoc’h, offrit-y d’e Vajeste. Suppliit-èn ur veich c’hoaz da rei deoc’h ur maro mad dre ar merit eus an hini en deveus gouzanvet e Vap quer evidoc’h. Goulennic sicour diouz ar Verc’hes ha diouz ar Sent. Pater noster, &c. Ave Maria, &c.


Grit ur Bouquet eus ar Myrh pehini a represant ar Maro.


————