Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
Introduction.

varsint, mar debront anezàn ; mæs poan e ganto cousgoude en em absteni dioutàn, coms a reont anezàn, marc’hata a reont hac y a alle dibri, fallout a radezo da viana e c’huezza, hac e quefont eürus nep a ell dibri anezàn. Chetu ase penaus e teu ar Benitantet sempl ha laich-se d’en em absteni diouz ar pec’het evit un nebeut amser, mæs a enep o meno ha gant repugnanç eo, y a gare ervat ec’h allent pec’hi hep beza daunet, goud a guemeront o coms eus ar blijadur a so en drase, hac e quefont e vez contant nep en devez ar satisfaction-se. Un den re-folvet d’en em vengi, a genoho a volontez er gonfeffion; hoguen prest goude-se, pa en em gafo etouez e vignonet, e quemero plijadur o coms a guemense, o lavaret penaus, pa ne ve aon rac Doue, en divise great an dra-mâ hac an dra-ont, penaus eo difficil pardoni, ha pliche gant Doue ra vise permetet en em vengi. Allas ! piou na vel ervat, peguement bennâc ma ve ar paourqueaz-mâ emeas eus ar pec’het, na de cousgoude ambarasset oll gant an affection eus ar pec’het, ha peguement bennâc ma ve sortiet eus a Egypt, hervez an effet, na dema c’hoaz en-hi hervez an apetit, o c’hoantaat an oignoun a gustume da zibri enno : evel a ra ar vaoues-se pehini goude beza detestet er gonfession e amourousdet fall, en em blich cousgoude o veza guelet ha