Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/354

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
342
Introduction

Augustin, en dedias hac en offras lies a veich d’ar Religion Gristen, ha da servich Doue evit e c’hloar, evel ma en ro da entent St. Augustin e-unan, en ur lavaret, penaus en devoa dija tanveat eus a holen Doue e cof e vam. Quemense a so un instruction vras evit ar graguez Christen, da offri ive d’ar Vajeste divin ar frouez eus o c’horf, abars so-quen e zigas var an douar : rac Doue pehini a receo ar pez a offr ur galon humbl ha volontier dezàn, ne vanq quet da gaout agreabl ha da lacat da brosperi peurvuia an affectionou mad eus ar mamou en amser-se : ar Profet Samuel, Sant Thomas, St. Andre a Fiesole ha cals a re-all a ro testeni a guemense. Mam Sant Bernard, ur vam din da gaout un hevelep map, a guemere he bugale etre he divrec’h evel ma vezent ganet, evit o offr da Jesus-Christ ; ha pelloc’h o c’harre gant respet evel un dra sacr pehini en devoa fiziet Doue en-hi : ar pez a brosperas ganti quen eürus, ma oue oll Sent bras ar seiz crouadur pere e deoue. Hoguen pa vez ar vugale deut er bed, o commanç caout an usaich a ræson, e tle an tadou hac ar mamou caout ur sourci bras da imprima doujanç Doue en o c’halon. Ar Rouanes vad Blanca en em acquitas excellant eus an dever-se en andret ar Roue Sant Lois he Map ; rac alies e lavare dezàn : guell ve gueneèn cals, va map quer, emezi, ho quelet o ver-