Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
341
d’ar Vuez Devot.

ma vez ar c’horf dre ar guenou.

Ar garanrez hac ar fidelite unisset assambles a zeu da anjandri ato ar brivote, ma lavar, al liberte hac ar fizianç etre ar priedou : ha rac-se ar Sent ha Santeset o deveus bet uset gant cals a cherissamant en o friedelez ; cherissamant hac a yoa caranrezus evit guir, mæs ive chast ; tener evit guir, mæs ive sincer. Evelse Isaac ha Rebecca ar chasta coupl priedou eus an amser ancien a oue guelet dre ar prenest oc’h en em cherissa en hevelep-fæçon, peguement bennâc ma er greant e peb honestis, ma c’hanavezas ervat Abimelec diouz quemense penaus oa ret e visent priedou. Sant Lois, pehini a yoa quer rust ouz e gorf evel ma zoa tener a garantez ouz e bried, a oue casi blamet abalamour ma cafet e cherisse re anezi, peguement bennâc e guirionez ma verit-se quent beza meulet, oc’h ousout iselaat ar speret vaillant ha courachus pehini en devoa, bete an deveriou munut-se, pere a so requis evit conservi ar garantez hac an union etre ar priedou : rac peguemenr bennâc na zeu quet ar mercouigou-se a garantez pur ha franc da eren ar galonou, e teuont cousgoude d’o zostaat, hac e servichont da un ajustamant agreabl evit ar gonversation hac an antretien familier etre ar priedou.

Santes Monica o veza brases var Sant