Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/352

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
340
Introduction

metit jamæs nep-seurt jestou na badinerez var ho tro. Piou bennâc a zeu da veuli ho quenet hac ho cras a dle beza suspect deoc’h : rac nep a veul ur varc’hadourez pehini ne ell quet da brena, a vez peurvuia tentet bras d’e laërez. Hoguen mar deu nep ho meul, da zisprisout ho pried er memes amser e ra deoc’h un offans Bras meurbet ; rac un dra sclær eo, penaus non pas hepquen e fell dezàn ho coll, mæs ho quemer dija evit anter-gollet, pa ze great an hanter eus ar marc’had gant an eil marc’hadour, oc’h en em degouti eus ar c’henta. An Itroneset gueich-all ha bremâ ivez a gustum lacat perles e cantite ouz o discouarn dre ar blijadur pehini o deveus, eme Plin, oc’h o santout o rigoignat pa douich an eil perlesen ouz e ben. Mæs evidon-me, pehini a oar ervat penaus ar mignon bras da Zoue Isaac a gaças cleier discouarn evit an erres quenta eus e garantez d’ar Plac’h chast Rebecca, me a gred e sinifi an ornamant mystic-se, penaus ar guenta quevren a dle ur pried da gaout var ur c’hreg hac a dle ivez ar c’hreg da viret dezàn fidelamant, eo ar scouarn, evit na antreo en-hi nep seurt langaich na trous, nemet ar rigouin dous hac amiabl eus ar c’homsou chast hac honest, pere eo ar perles oriantal eus an Aviel. Rac ret e caout memor ato, penaus e vez ampoesonet an eneou dre ar scouarn, evel