Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/351

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

a so evit guir ur merq eus a ur garantez vras hac ardant, hoguen non pas eus a ur garantez vad, pur ha parfet : pa ze guir penaus ar berfection eus ar garantez a suppos, ez e certen ar vertuz eus an dra pehini a gueromp, hac ar jalousi a suppos ez e incerten.

Mar fell deoc’h, Ezec’h, e ve fidel ho Craguez deoc’h, disquezit dezo an exempl a guemense hoc’h-unan. Penaus hoc’h eus-hu an effronteri, eme Sant Gregor a Nazianze, da fallout e ve honest ha chast ho craguez, mar bevit hoc’h-unan en impudicite hac en disonestis ? penaus e credit-hu goulen outo ar pez ne roit quet dezo ? mar fell deoc’h e vent chast, en em gomportit hoc’h-unan gant chastete en o andret : hac evel a lavar Sant Paul, Gouezet beb-unan miret e vessel e santelez.

Mar deut er chontrol da zisqui dezo fallagriez hoc’h-unan, ne de quet estrainch mar ho pez disenor diouto. Mæs c’hui, graguez, peveus a re ar chastete hac an honestis ne ell quet beza separet diouz hoc’h enor, bezit jalous da gonservi ho cloar, ha na bermetit quet e teue nep-seurt dissolution na libertinaich da devalaat ar sclerder eus ho reputation : an Tad santel-mâ eo a coms ouzoch.

Bezit en aon rac peb-seurt attacou peguen dister bennâc e c’hallent beza ; na ber-