Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/31

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
d’ar Vuez Devot.

pec’het d’an devotion a so comparachet ouz ar goulaoui deiz, pehini, pa vez o sevell, ne chasse quet an devaligen en un instant, mæs a nebeut e nebeut. Ar yec’het, pehini a zeu adoug cam, a lavarer a vez assurroc’h, eguet an hini a zeu en un taul count ; clevejou an Ene couls ha re ar c’horf a zeu d’ar post, mæs ne deont var o c’his nemet a basic bian : ret eo eta, Philotee, beza courachus ha patiant [1] oc’h antrepreni ar vuez devot. Allas ! pebes pitie eo guelet an eneou-se, pere oc’h en em velet sujet da gals a zefautou, goude beza en em exercet ur maread amser en devotion, a goumanç d’en em inquieti, d’en em droubli ha d’en em zigouragi, o lesell o c’halon da goueza casimant gant an dentation da guitaat o dessein ha da zistrei var o c’his ; mæs a ur c’hostez all ivez ha ne de quet un danger bras d’an Eneou, pere dre un dentation gontrol a fonch dezo ez int purget diouz o defautou en deiz quenta, o cridi ez int parfet hac y na dint quet commancet mad, hac oc’h en em lacat da nigeal hac y n‘o deveus quet a ziouasquell ? O Philotee èn so an seurt-se èn un danger bras da goueza en affeil, o veza en em dennet re vuan a dre daouarn ar medecin ! Liquit evez na saffac’h e raoc ar sclerigen, eme ar Profet ; sivit goude ma viot bet asezet ; hac ar Profet-se o pratica e-unan ar guentel--

  1. Hervez an destenn orin. Moullet eo amañ ha parlant [Notenn gant Wikimammenn].