Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
d’ar Vuez Devot.

observ quet oll Gourc’hemennou Doue, ne ell beza istimet na den honest, na den devot ; pa ze guir penaos evit beza den honest, e ranquer caout ar garantez a Zoue, hac evit beza den devot e ranquer ouzpen ar garantez-se caout un attantion beo, pront, ha diligeant da ober ar mad.

Hac evel ma consist an devotion en ur garantez excellant, n’hon rent quer epquen pront ha diligeant da observi oll Gourc’hemennou Doue, mæs dont a ra ouzpen d’hon excita da ober prontamant ha gant affection muy hac a ellomp a euvrou mad, evit ha na vent gourc’hemennet deomp, nemet epquen cusulyet, pe inspiret. Rac evel un den, a so nevez savet eus a ur c’hlevet bennâc, ne vale nemet quement ha ma ze ret dezâ epquen, ha c’hoaz gant diegui hac azoug-egam ; toudememes ur pec’her nevez savet eus e voual habitud ne guerz en hent eus e silvidiguez nemet e quement ha ma c’hordren Doue dezâ epquen, ha c’hoaz gant lachete ha gant ponnerder a galon, quen n’en devezo acquisitet an devotion : neuse ec’his un den yac’h cloc’h, e teu non pas epquen da guerzet, mæs da redec ha da lammet en hent a Gourc’hemennou Doue, hac ouzpen e tremen gant couraich dre an henchou difficila, oc’h heul ar gusul hac an inspiration eus~an Eè. Erfin ne deus quet muy a zifaranç etre ar garãtez hac an devotion, eguet