Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
Introduction.

diouz eguile : rac evel ma zouc’h ho taou tost d’ho fin, ma n’ho quef quet an Eal assambles, e viot e danger bras da goll ho curunennou.

Ar Roue Sant Lois a visite an Hospitaliou evel pa vise gaget da guemense, hac a serviche ar beorien gant e zaoarn propr. Sant Frances a gare dreist peb-tra ar baourentez pehini a c’halve e Itron. Sant Dominic a gare ar bredication peveus a hini en deveus e Urz quemeret an hano. Ar Pab bras Sant Gregor en em blige o cherissa ar belerinet diouz an exempl eus ar Patriarch bras Abraham hac en devoue an eür couls hag hemâ da receo ar Roue a c’hloar dindan ar furm eus aur Pelerin. Tobias en em exerce er charite da sebelia ar re varo. Santes Elizabeth peguer bras Princes bennaac oa, a gare dreist peb-tra an disprijanç anezi e-unan. Santes Catell a Gene o veza rentet intànves en em roas da servicha an Hospital. Cassian a recit penaus un Demesel devot pehini e devoa dezir da veza exercet er vertuz a batiantet, e devoue recours da Sant Athanas pehini ouz he requet a lequeas assambles ganti un intànves baour hac a yoa chagrinus, colerus, fachus, hac insuportabl, ha ne baouse oc’h injuria ar plac’h devot-se evit quement servich a receve diganti, hac evel-se e roas dezi leac’h da bratica excellant an douçder hac ar batiantet. Erfin etre servi-