Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4
Introduction.

ment ha ma ro deomp an nerz da ober ar mad, ez eo galvet carantez ; mæs pa vez erruet bete ar basen a berfection oc’h hon lacaat non pas epquen da ober ar mad, mæs ouzpen d’e ober gant sourci, gant dilijanç hac alies, neuse ez e galvet devotion. An Autruchet ne nigeont jamæs diouz an Douar, ar Yer a ra, hoguen dibaut a veich eo, ha ne nigeont nemet a isel ha gorrec, mæs an Eglet, ar C’houlmet hac ar Guinniliet a nich alies, buan hac huel : evelse ivez ar bec’heryen ne nigeont quet etrese Doue, atao int rampet ouz an Douar ec’his an Autruchet, na ne reont netra nemet evit an Douar ; an dud honest, pere n’o deveus quet c’hoaz tizet an devotion, a nich evit guir etrese Doue dre o actionou mad, hoguen dibaut a veich e, ouzpen ma zint pouer ha gorrec ec’his ar Yer ; mæs an dud devot a nich varzu Doue alies, buan hac huel ec’his an Eglet hac ar C’houlmet. En ur guer an devotion ne de quen tra nemet un diligeanç hac un agilite spirituel dre voyen pehini e ra enomp ar garantez peautramant ny a ra enni prontamant ha gant affection quement so possibl deomp da ober a vad : hac ec’his ma zeo ar garantez e hon laca da observi oll Gourc’hemenou Doue generalamant hac universelamant, an devotion ivez e hon laca d’o observi prontamant ha dilijantamant. Ha rac-se nep na