Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
Introduction.

rien d’an hevelep deiziou ar pez a dlient da nep er goulenne outo. Un dra indeçant eo, peguement bennâc na de quet ur pec’het bras, goulen ar baeamant eus an dever a briedelez d’an deiz ma vezer bet o communia ; mæs ne de quet indeçant, quent-se meritor eo e baea pa vez goulennet ; ha rac-se evit beza rentet an dever-se, ne dle nicun beza privet eus ar Gommunion, mar deo a hent-all douguet dre zevotion da gommunia. Certenamant e commançamant an Ilis e communie bemdez ar Gristenien, evito da veza demezet ha da gaout bugale, ha rac-se em eus lavaret penaus evit mont alies da gommunia ne reer prejudiç nac incommodite ebet na da dat, na da vam, na da vestr, na da bried, nemet e vezo prudant d’en em acquita en e dever an ene a ya da gommunia. Evit ar c’hlèvejou corporel, ne deus quet anezo ivez a guement a ve un ampechamant ligitim da gommunia, nemet bomissa a raet alies.

Evit communia peb eiz deiz eo requis n’en deffe un den na pec’het marvel, nac affection ebet d’ar pec’het veniel, hac en deffe un desir bras da gommunia ; mæs evit communia bemdez, eo ret ouzpen quemense en deffe trec’het an darn-vuya eus e voual inclinationou, hac er graë dre avis e Dad spirituel.


————