Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
d’ar Vuez Devot.

ouz an infirmite anezo, ha na daet da gommunia nemet ur veich peb pemzec dez ; mæs an dra-se a ententàn e quen cas na aller quet trechi an difficulte pehini a raent deoc’h. Ne aller quet arreti na regli an dra-mân generalamant nac absolumant ; ret e ober ar pez a lavaro an Tad spirituel, peguement bennâc ma c’hallàn lavaret suraoualc’h penaus evit ar re pere a fell dezo servicha Doue devotamanr, ne dle quet beza ouzpen ur mis etre peb communion dezo.

Mar hoc’h eus cals a brudanç, ne deus na tad, na mam, na pried, na mestr, na mestres a guement hoc’h empeiche da gommunia alies ; rac d’an deiz ma viot bet o communia, ec’his na lessot quet n’ho pezo ar sourci da ober ho tever a hent-all, ha ma viot douçoc’h ha graciussoc’h a-se en o andret, ha n’o revussot eus a nep seurt dever, ne deus apparanç ebet e false dezo ho tistrei diouz an exerciç-se pehini ne raï incommodite ebet dezo, nemet beza o deffe ur speret corviguellus ha diræsonabl : en occasion-se, evel am eus lavaret, e falvezo martese d’ho Tirecteur ho pe un dra bennâc a gomplesanç evito.

Ret e din lavaret ar guer-mâ evit an dud demezet. El Lesen anncien oa droug gant Doue e teusye ar greançourien da c’houlen d’an deizou Gouel ar pez a dliet dezo ; mæs biscoaz ne oue droug gantâ e paëse an dleou-