Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
Introduction.

na ne vlame communia bemdez. Ebien, emezi, pa na vlam quet Sant Augustin e zaet bemdez da gommunia, me ho ped, na zeut quet ive d’am blam mar er gràn, hac en em gontantit gant quemense.

Mæs guelet a rit, Philotee, penaus e teu Sant Augustin da rei avis ha da exhorti da gommunia bep Sul : grit-èn’ta e quement ha ma vezo possibl deoc’h. Rac pa n’hoc’h eus, evel ma supposàn, nep seurt affection evit ar pec’het marvel nac evit ar pec’het veniel, emaouc’h er guir disposition a c’houlen Sant Augustin, ha c’hoaz hoc’h eus excellantoc’h disposition eguet a choulen, abalamour ma zouc’h exant, non pas hepquen diouz an affedion pe ar c’hoant da bec’hi, mæs diouz an affection memes eus ar pechet ; en hevelep-fæçon ma c’hallâc’h communia gant profit liessoch choaz eguet bep Sul, mar er c’haffe mad ho Tad spirituel.

Cals a empechamanchou ligitim a ell cousgoude erruout gueneoc’h, non pas eus ho costez, mæs a gostez ar re ma vevit assambles ganto, pere a roe occasion d’ho Confessour da lavaret deoc’h na gommuniac’h quet quen alies-se. Dre exempl, mar douc’h sujet da ur re-bennâc pere a ve quen dificil ha quer chagrin ma teuent d’en em inquieti ha d’en em droubli oc’h o quelet quen alies o communia ; peb-tra consideret-mat, e ve martese a propos caout un egard bennâc