Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
d’ar Vuez Devot.

vezo-èn, peadra ezouc’h-hu maro, pa edo en ho courc’hemen ar frouez hac ar bouet a vuez ?

Ne veulàn na ne vlamàn ar re pere a ya bemdez da Gommunia, mæs exhorti hac alia peb-unan a ràn da Gommunia bep Sul, nemet e vezo exant ar speret diouz peb affection d’ar pechet. Comsou Sant Augustin en-deün int, pe gant hini ne vlamàn na ne veulàn absolumant e zaer bemdez da gommunia, mæs lesel a rân quemense e discretion an Tad spirituel eus an hini a falvezo dezàn en em resolvi var ar poent-se ; rac an disposition requis evit communia quen alies-se a dleffe beza extraordinal, hac evelse ne de quet mad cusulia an oll generalamanc d’e ober. Hac ec’his ma ell ivez an disposicion-se, peguen extraordinal bennâc eo, en em gaout e cals a eneou mad, ne ve quet mad quennebeut disalia an oll generalamant diouz quemense ; mæs an dra-se a dleer da gonsideri diouz ar stad interieur eus a bep-unan e particulier. Un imprudanç ve cusulia peb-unan hep diffaranç ebet da gommunia quen alies-se, mæs un imprudanç ve ive blam nicun a guement er graë, ispicial mar er gra oc’h heul avis un Directeur mad bennâc. Ar respont a roas Santes Catell a Sienne a so da veza remerquet, pa oue rebechet dezi gant ur re-bennâc abalamour ma zea alies da gommunia, penaus Sant Augustin ne veule