Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
d’ar Vuez Devot.

gant an avariçdet pe gant an impurete. Darn a zigor volontieramant o dourn da rei an aluzen d‘ar boerien, mæs n’ellont quet digueri o c’halon da bardoni d’o adversouryen : darn-all a bardono d’o adverfouryen, mæs evit paëa o dle hac ober ervad ouz nep ma o deveus grèt gaou ountâ, n’er graïnt jamæs nemet dre gontraign. Ar re-mâ oll a dremen communamant evit tud devot, ha cousgoude n’en dint morse-tout.

Officeryen ar Roue Saül a glasque David en e dy, evit e arreti ; Michol e Briet, evit o amusi, ha reï leac’h dezâ da dec’het, a lequeas un imaich pren en e vele, hac o veza goloet an imaich-se gant dillat David, ha lequeat ur c’hroc’hen blevec var dro e benn, e roas dezo da gridi oa David memes a yoa eno cousquet ha clân. Chetu ase pe e fæçon e teu cals d’en em c’holo gant an exterieur hac an apparanç eus an devotion santel, hac e roont da gridi ez int tud devot ha spirituel meurbet ; mæs e guirionez ne dint nemet imachou prenn ha masclou a zevotion.

Ar guir devotion, Philotee, a suppos carantez Doue da guenta, p’evit lavaret guell, ne deo quen tra nemet carantez Doue memes ar parfeta hac an excellanta : rac e quement a ma teu carantez Doue da orni hon Ene, ez eo galvet graç, dre ma hon rent agreabl dirac e Vajeste divin ; e que-