Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/98

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
99
KONTAMMET


Nedig a gavas tro, kel laouen ha ma oa, da zidui Roza, epad ma ’z ae he zad hag ar mestr-mevel da ober tro an aod ha da ober eur sell war an tiez kaer, war « kenkizou » lirzin an hañverien.

Nedig a en em gave laouen atao, war hent ar gêr, epad ma komze da Wennael o vlenia en he c’hichen. Eozen, end-eeun, en doa goulennet mont e lost ar wetur, da fumi e gorn a lavare heñ ha da ober eur c’housk goudeze.

— Perak out trist, Gwennael ?

— O soñjal em c’hoar baour Rozaig.

— Nag eur plac’hig koant ha kuñv e gwirionez ! Parea a ray, sur oun, Gwennael…

Met Nedig ne grede ket ar pez a lavare.

Evit digoll an holl madoberou a reseve e familh eus perz mistri milin Roudouz-ar-C’haro, Gwennael a labouras muioc’h c’hoaz eget boaz.

En aviz rei labour d’an dud di-labour e c’houlennas digant Eozen lakaat sevel dioustu an ti-nevez, hervez an tresadur en doa linennet.

E-kreiz an holl labouriou koulskoude Gwennael ne oa ket evit disoñjal en e c’hoar.

Tud an ti ouz e welout teñval e benn a glaske e zidui. Met, diouz gwelout, ne ziskoueze ket kalz levenez e kompagnunez hag e komzou Nedig. Lavaret e vefe bet zoken e klaske heñ