Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/97

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
98
KONTAMMET


Ne reseo ket tud taget gant kleñvedou pegus, evel an droug-skevent. E giz all e ro tro d’ar baotred eus tri betek pemzek vloaz ha d’ar merc’hed eus tri betek tregont vloaz da greski o nerz, da greñfaat d’o gwad ha da barea an droug-eskern.

Rosaig a en em gave eta er stad da veza digemeret. Gwad fall ha boued dister en doa he dinerzet. Aer vat ha boued kreñv a deufe a-benn moarvat d’he farea, pe, da vihana, d’he difenn diouz an drouk-skevent.

D’ar familh strafuilhet Eozen a ginnigas karr-dre-dan ar vilin evit kas ar plac’h yaouank da Rosko. Janedig a yeas hec’h-unan gant ar vamm hag Angelina ha prometet mat e voe d’ar glañvourez e teufer alies d’he gwelout.

Er sulvez warlerc’h end-eeun, Eozen ha Nedig a ambrouge Gwennael betek an Aber.

C’hoant a oa da ziskouez d’ar mestr-mevel oar anaoudek bras outan evit ar blijadur en doa graet o chom er vilin.

En Aber, Rozaig a ziskoueze beza laouen. Aer vat, boued eus an dibab a deufe a-benn da lakaat ruzder war he dioujod disliv. Setu da vihana ar pez a oa lavaret hag adlavaret d’ar plac’h yaouank gant Nedig hag an daou c’hwaz.