Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VIII
Herez ar Gwad
————
Maria-Anna Bodenneg he doa ezomm ivez, ha muioc’h mui, da veza sikouret gant Doue. Roza a wanae bemdez. Al louzaouer a lavare kas ar plac’h yaouank, hep dale muioc’h, d’ar sanatorium, evit ma ve ententet outi hervez ma oa dleet.
N’oa ket hi taget gant an droug skevent met mall bras oa mirout outan dre greñfaat d’ar c’horf dinerzet-holl.
Hep gortoz eta e voe goulennet plas eviti e sanatorium Rosko, en Aber, e traoñ aod Rosko, e-tal Pennarhily.
« Sanatorium Morel Rosko », savet gant ar Varkizez a Gergariou, a zo diazezet e-kreiz eur gourenezenn, distaget diouz Rosko gant bae an Aber. Sioulder hag aodou heoliek en dro d’ezañ.
4