Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/94

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
95
KONTAMMET


— Ne gomprenan ket neuze perak e fell ganez kuitaat, Gwenn.

— Va mamm, re evurus oun e Roudouz-ar-Charo…

— Re evurus ? Ne vezer ket alies re evurus er bed-mañ.

— Setu ar wirionez, mamm. C’houi a vezo an hini genta oc’h anaout va sekred : va mamm, karout a ran Nedig, penherez Roudouz-ar-C’haro.

— O ! va faotr paour ! e pelec’h ez peus lakaet da garantez ! Biken ne c’helli dimezi gant merc’h Eozen Kerdraon ! Eur benherez ken pinvidik ha ken klasket gant paotred yaouank pinvidika parrez Bohars dimezi gant eur mevel ! Gwennig paour !

— Va mamm, biken, end-eeun, ne zimezin gant merc’h Eozen Kerdraon.

— Anat eo az pezo poaniou da c’houzanv, poaniou-kalon o welout ar baotred-yaouank all o tont war dro Janedig… ma chomez er vilin. A-hend-all ker koulz eo bet Eozen hag e verc’h en hor c’heñver ma ve eun dra divalo nac’h outo da labour… Ma kav d’it out gouest da voustra war da galon…

Ar vamm hag ar mab a chom dilavar. Ar vamm, anat eo, ne fell ket ganti poueza war