Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/90

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
91
KONTAMMET

ret d’ezan pellaat. Eur verzerez ne ve ken hiviziken beva er vilin.

Met ma ’z a kuit !… Biel ne chomo ket !…

Hag e gwirionez c’hoari an taol fallagriez-se da Eozen, daoust hag an dra-se a ve diskouez karantez d’ezan ? Ne ve ket moarvat. Hag Eozen a zo bet ker mat evitan…

Evit an eil gwech Eozen a gas e c’houlenn.

— Lavar d’eomp, Gwennael, ha graet mat eo da soñj d’hor c’huitaat ?

Ar respont ? Ar respont a gavas Gwennael e daoulagad du, enkrezet, izelek hag entanet ar bennherez.

— Eozen, evit mirout lemel diganeoc’h ho mevel mat Biel Juget, chom a rin c’hoaz er vilin… betek fin va c’houmanant…

— Mat-tre ! En taol-mañ out eun den fur.

Epad ma tegase war an daol peadra da drinka en enor d’ar gengarantez adkavet, Nedig, adkavet ganti ivez he dremm laouen, he doa c’hoant da gredi he doa sikouret mat he zad da rei lamm da vab kreñv « Fanch ar Maout ».

En deveziou warlerc’h Gwennael a en em c’houlenne alies ha mat en doa graet chom e Roudouz-ar-C’haro. N’eo ket gant aon rak Biel — eun drouk-boaz ne vez ket kaset kuit hep