met e gwirionez eun darvoud doanius meurbet eo evidon koll hirio daou labourer eveldoc’h.
— Ne gollot nemet unan, Eozen, an hini direta… rak en ano ar blijadur em eus bet er vilin-mañ e c’houlennan diganeoc’h derc’hel ar mevel Biel Juget.
— Biel a zo eul labourer mat…, met troet war e vanne. Abalamour d’it-te eo hen kasen kuit. Dre garantez evidout, peogwir hen goulennez, dalc’het e vezo Biel, rak n’ouzoun ket ha kaout a rafen buan daou vevel all da gemer ho plas…
Epad ma komze evelse Eozen ar miliner ha Gwennael ar mestr-mevel, doaniet bras o daou, Nedig, pennherez kaer Roudouz-ar-C’haro n’he doa ket ehanet da sellout ouz Gwennael. Kaout a reas d’ar mestr-mevel oa tamallus sellou ar plac’h yaouank hag en hevelep amzer glac’haret meurbet e seblantent beza, en doare ma rankas heñ plega e zaoulagad e-unan ha mirout en em drei outi.
Ar c’hi bihan Chipig evel pa en defe komprenet eun dra bennak eus dilaouenidigez tud an ti ne ehane ket da ruza e gein ouz divesker ar mestr-mevel ha da harzadenni ouz Janedig pep eil.