Aet e vijen kuit o lakaat ne ven ket bet taolet er maez gant mestr ar vilin.
— Ne c’hellomp ket dilezel ar vilin hon daou asamblez, Biel. Peogwir ez an me kuit, te a chomo, te eo a rank chom…
Pa ’z eas Gwennael en ti-annez, edo Eozen o komz gant Janedig.
— Hag eo lakaet mat en da benn kimiadi, Gwennael ? Klev mat neuze. Eozen ar miliner n’eo mui eun den yaouank. Kosoc’h kalz e vezo varc’hoaz pa vezi aet kuit. Boaz oan da lezel pep tra en ti-mañ en da garg. Te kuit, unan a vanko amañ atao…
— Biel a ray kerkoulz ha me…
— Na Biel nag hini all ebet… N’eus fors ! peogwir out skuiz ganeomp, kerz el lec’h all. Da vihana ha gouzout a c’hellomp ha kavet az peus eur plas all ?
— N’em eus ket, Eozen. Soñj em eus da c’houlenn digant Ar C’haroff va digemer a-unan gant va breur Herri war e vag…, da c’hortoz ma c’hellimp freta eur vag hon-unan.
— Hag e kav d’it e teui da veza eur moraer peurvat, e nebeut amzer, evel ma ’z out deut da veza eur miliner eus an dibab ? Lakaomp. Kerz eta gant da hent nevez. Dieub out,