Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/84

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
85
KONTAMMET

kuitaat milin Roudouz-ar-Charo. Ar poent a zo deut. Mont a ran kuit. Met te a rank chom.

— Kaset oun kuit…

— Me a lakay Eozen da zistrei war e c’her.

Biel a chome dilavar. Mezek, hanter-gounnaret, ne ouie mui petra da sonjal. A-barz ar fin, oc’h arvesti ouz dremm dilaouen hag hegarat ar mestr-mevel ec’h anavezas mat n’oa goapaüs tamm ebet e gomzou.

Anez an evaj daonet Biel ne ve ket eun den fallakr. Eur galon-vat en deus zoken.

— Gwennael, eun den mat out… Klask a rez ober vad d’in-me hag em eus klasket ober poan d’it… dre gonta gevier.

— Gevier ? Ar wirionez eo az peus lavaret, Biel…

— Ar wirionez ? M’hen tou dirak Doue, ne ’z eus netra wir er pez em eus diskleriet. Ne ’z out ket, re anat eo, an den kontammet em eus lavaret… Anez, daoust hag e pefe va dibradet evel ma ’z peus. N’emaout ket kennebeut o klask mignogniaj Nedig. Pa lavaran d’it, ne sonjan tamm ebet, ar pez em eus lavaret epad va… c’hofad. Kollet em oa va fenn ha n’ouzoun ket bremañ penaos oun bet gouest da damall d’it traou ken… diaes da glevout… Met bez e peoc’h. Biel Juget a dec’h kuit diwar da hent…