— Evit sikour da vamm, evit prena louzou d’ar re vihan, evit prena traou d’o c’hreñvaat.
— Aotrou Eozen Kerdraon, ne c’houlennan ket an aluzen. Gant ar pez a c’hounezin, va mamm a vezo laouen ha va breudeur ha c’hoarezed o devo peadra da zibri, fizians em eus. Herri hag Anjelina a c’hounit eun dra bennak diouz o c’hostez.
— Mat ! mat ! Kemer atao… Paea a ran d’it neuze da vloaz en araok. Goude e roin nebeutoc’h.
Pa ’z eas Gwennael da baea an diou veziadur, an Aotrou Person a zisklerias :
— Paet int ! Paet int, Gwennael.
— Paet ? ha gant piou, Aotrou Person ?
— Gant unan hag en deus goulennet kuzat e ano.
— Me a rank gouzout, Aotrou Person. Ne fell ket ganen reseo aluzen digant an dud, da vihana keit ha ma vezin evit gounit bara awalc’h d’ar familh.
— Gwennig, n’eo eun dizenor evit den ebet reseo an aluzen. Anez me hag an holl veleien a ve dizenoret. Ni a rank beva diwar an aluzen, diwar aluzenou ar gristenien abaoue le-