An Aotrou Person en deus bet ar vadelez da rei d’in da anaout eun diverradur eus buhez ONENN.
Merc’h oa d’eun denjentil pinvidik eus Gaël, ar gêr amezek. Re garet ec’h em gave gant he zud ha youl he doa da ren eur vuhez sioul en eul lec’h distro bennak. Ma tec’has kuit. Troket ganti he dilhad gant re eur baourez e voe kemeret da ziwall ar wazi e kastell Gautherot, nepell diouz bourc’h Trehorenteuc. Paket gant ar vestrez o lakaat bleuniou kaer e-harz skeudenn ar Werc’hez, e chapel ar c’hastell, e rankas en em rei da anaout ha dizrei da gaout he zud.
Aotreet gant he zad, ec’h en em dennas da veva en eul lec’h gouez. Moarvat ar park m’emañ ennan ar feunteun a zoug hec’h ano hag a zo nevez kavet ennan (1925) diazez tiez roman. Ar park a zo pevar c’hant metr bennak diouz an iliz.
Eun denjentil a glaskas, enep d’ezi, dimezi ganti, hag he c’has gantan. Diwallet e voe Onenn gant brini diredet eus ar c’hoad hag a lakeas, gant o c’hri, eur vandenn soudarded da zigouezout war al lec’h. Diwar ar spont ONENN a varvas nebeut goude.