— Nann avat ! rak kontamm eo a ruilhe en e wazied, kontamm an evaj brein.
Hag an amezeien niverus a ambrougas, gant ar gerent glac’haret, korfig maro Perig Bodenneg, betek ar vered.
Bezig ar mabig yaouank a zo bet toullet e-kichen bez an « tad-lonker » beuzet er foz-bevenn.
Mari-Anna gaes ! Na pounner eo, e gwirionez, ar beziou war galon eun den !
Met perak, o tont eus ar vered, e sellit-c’houi ken piz ouz ho merc’hig vihan o krena gant ar riou, daoust ma ’z eo klouar an amzer ?
Allas ! Annaïg vihan a zo drouk-livet spontus.
An dud, ouz he gwelout, n’int ket evit mirout da soñjal :
— Setu aze unan all a ne yelo ket pell kennebeut…
Ne voe ket tremenet daou viz, end-eeun, ma teue Mari-Anna, Gwennael, Herri, Anjelina, Soazig ha Roza adarre d’ar vered warlerc’h eun arched.
Annaïg a deue da gichen he breur Perig da ober he c’housk-maro.