Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/61

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
62
KONTAMMET

goaperez a sav ar ruzder d’e dal… Gant eurvad, Eozen a zegouezas war al lec’h… Komzou flemmus Biel ar Juget n’o devo respont ebet… Met sanket int evel birou e kalon ar mestr-mevel.

Hemañ a wele re vat bremañ e vije diaes d’ezan doñvaat Biel. Marteze zoken e sonje n’en doa ket hen graet mat dont da vestr-mevel e milin Roudouz-ar-C’haro.

Hag e Kerroc’h an dud n’edont ket war ’n hed tost holl war o zu mat.

Perig, ar yaouanka eus ar baotred, a oa o c’hoari da fall.

Al louzaouer (medisin) en doa roet da anaout penaos oa taget ar bugel gant an droug-skevent (tuberculose), oa mall bras e gas d’eur sanatorium bennak.

D’ar sanatorium ? Ha piou a baefe ?

— Va breur bihan daoust ha parea a c’hell ? a c’houlennas Gwennael digant al louzaouer dre sellout a-bik e daoulagad hemañ ha gant eur vouez taer ha nerzus, daoust ha parea a c’hell ma vez kaset d’eur sanatorium ? Me a baeo neuze ar pez a vezo ret hag e rankfen labourat noz-deiz. Met ma n’eo ket ar pare evit dont d’ezan, ma rank mervel eno a-benn eun nebeut