Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
55
KONTAMMET

ano, a ra eun degemer laouen d’ar paotr-yaouank kinniget d’ezan gant ar mestr. Evel Biel en deus soñjet dioustu oa heñ ar mestr-mevel nevez. Heñ pe unan all, kement-se ne laka nag aesoc’h na diaesoc’h Paol Bervas ! Gant trouz an tamoezou oc’h hoja, ar mein-milin o vala, gant boud ar red-vras o trei ha gant an dour e c’hourgouilhat o tont eus ar fardell betek ar rod hag o rinkla war ar paliou araok koueza er ganol izeloc’h, eo diaes en em entent en ti-milin.

Aet er maez, Eozen a lavar da Wennael hag a zo aet eun draig bennak enkrezet — ar mala a zo evitan eur vicher ken nevez ! —

— Ar vilin a ya en dro dre zour ha dre c’hlaou (pe aezenn-dour). O vala noz-deiz, e vez disec’het buan al lenn. Ar marc’h-du a vez neuze tommet d’ezan ha staget outan lerenn hael ar rod vras.

« Beteghen em eus awalc’h gant tri vevel mat, daou evit ar vilin, unan evit ar c’harr-chalbotat. Ar mevel-koz, mignon da dad, Doue r’e bardono a gar beza war dro ar pradou hag ouspenn kempenn a ra an traou war dro al leur. Setu-hen dres oc’h eolia ar c’harr-marc’hadourez. Olier ! deuit ’ta da ober eun dro d’ar foenneier gant Gwennael, da c’hortoz merenn, epad ma vezin-me oc’h echui va liziri. »