Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
53
KONTAMMET

foenn d’o maga. Eiz aneval-gorn a zo bremañ er c’hraou.

— Paet mat e vez ho laez d’eoc’h war an tu-mañ ?

— Ne ’z eus ket da glemm beteghen. Ret eo anzav avat n’eo deut ar peoc’h etre ar gouerien kenetrezo hag etrezo ha bourc’hizien nemet abaoe m’eo bet savet ar « syndicat ». Araok pep hini a werze hervez e volontez, lod keroc’h lod all marc’hadmatoc’h. An nep en doa kalz ostizien a c’helle en em denna brao awalc’h. Ar re all ne c’hellent ket. Setu ma ’z eus bet savet emgleo kenetrezomp, evel ma ’z eus savet etre ar baraerien (boulonjerien) hag ar c’higerien. Ar priz, neuze, a zo bet kresket ha dalc’het d’ezan.

— Hag an holl a sent ouz al lezenn douget gant ar « syndicat » ?

— Eur wech bennak unan pe unan, en aviz gounit ostizien ar re all, a glask rei marc’hadmatoc’h. Dizounet e vezont buan m’hel lavar d’it. O laez a vez fuilhet en foz-bevenn. Setu ma plegont ha ma chom hor laez war eur priz dereat, daoust ma n’eo ket bet kresket ganeomp, kement ha m’eo kresket o zraou gant kêriz.

— Ho kraou-moc’h eo hemañ, Eozen Kerdraon ?