a-zioc’h pennou an dud bodet a bep tu. Kan ha levenez, epad ma klever an dud o trouza evel an tarzou war tornaodou Breiz.
Tremenet ar brosesion diweza, hini ar Folgoët, gant skeudenn garet Itron Varia, douget gant paotred yaouank drant, an diou renkennad tud a deuz an eil en eben evel ma teu ar mor, frailhet gant fri al lestr, d’en em veska goude m’eo tremenet hemañ.
Kanet eo ar gousperou war an « toniou bras ». Evel boaz, Aotrou ’n Eskob enoret Kemper ha Leon a zo bet helavar dreist, en e brezegenn displeget e galleg. Boued spered ha boued kalon kinniget en eun doare dudius.
Bennoz an holl eskibien araok bennoz an Aotrou Doue, eur wech c’hoaz, a bouez-penn : Patronez dous ar Folgoët, hag an dud, gant o frosesionou, a adkemer hent o farrez.
Kennerzet, frealzet gant an Itron Varia, Leoniz a gendalc’ho da gerzout war roudou o Sent koz.