Goude e vezo kresket d’it, diouz an aferiou a vezo graet. A-hend-all e vezi er vilin evel mab an ti.
Anat e oa e klaske Eozen aesaat da Wennael kimiadi diouz e gêr.
— Ne c’houlennan ket diganez rei da respont war an taol. Entent mat a ran eo ret evidout gwelout da genta ar plas. En deveziou-mañ eta e vezi gedet e milin Roudouz-ar-C’haro. Bremañ me a bae an « apéritif » (pe an digas-goût).
— Bennoz Doue d’eoc’h, Eozen, me ne evan na ne evin banne alkoolek ebet, — hen touet em eus d’am mamm goude maro va zad, Doue r’e bardono !
— Mat a rez, Gwennael, me kennebeut ne evan ket alies. Hirio, deiz ar pardon bras, e freuzan va yun…, eur wech n’eo ket boaz, ne ket ’ta, Olier-goz ?
— Va sonj-me eo, Eozen. Eomp da eva eur banne.
Gwennael a c’houlennas eur volennad sistr.
Ar prosesionou a zo oc’h ober tro an dachenn, araok ar gousperou.
Dindan bannou an heol o c’hoari en o brouderez aour hag arc’hant, ar bannielou a gerz