Hag e ro Eozen Kerdraon eur start-dourn da Wennael, epad ma sank e zaoulagad e re ar c’hrennard, epad ma ra ganto tro e gorf. N’en deus ket a zisplijadur diouz doare rak eur mousc’hoarz a deu war e ziweuz.
Gwennael a zo, end-eeun, eur paotr-yaouank kreñv. Bihannoc’h eget e dad n’eo ket marteze disteroc’h e nerz. Digant e dad en deus bet kreñvder hag e vamm he deus roet d’ezan ar c’haerder. Gwennael en deus eun dremm flamm ha daoulagad glas, liou mor.
Epad ma pare warnan daoulagad ar miliner, evel ma par war al loan en deus c’hoant da brena lagad ar marc’hadour, Gwennael en deus sellet mat ivez ouz ar miliner.
Eozen a zo eun den krenn, eun tammig kofek. Liou ar bleud a chom war e zremm. Eun daoulagad bihan leun a voaperez. Ne zalc’h ket e varo.
— Neuze, Gwennael, ha laouen out da zont d’ar vilin, egiz mestr-mevel ? Hen diskleria a ran d’it dioustu : labour tenn a vezo da ober, rak mevelien dispar em eus hag ar mestr-mevel a rank rei skouer d’ar re all.
— Ne glaskan nemet labour. Diouz va gwella a rin.
— Mat eo ! Egiz pae az pezo, er penn-kenta, koumanant ar mestr-mevel aet kuit.