Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/39

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
40
KONTAMMET

Breiz-Izel, e-lec’h diskouez lorc’h gant o braventez, a bede gant furnez, o daou benn-glin war kadoriou-pedenn, o zreid dibradet diwar an douar, evel d’an amzer ma ’z oant bihan. »

Pep sul, e-doug ar bloaz, e vez unan pe unan eus kristenien ar parreziou amezek o pirc’hirina, er Folgoët ; war ar pemdez, eur wech an amzer, ar skoliou a gemer iliz Itron Varia evit pal o baleadenn. Awechou c’hoaz strolladou paotred pe plac’hed yaouank a ra eun ehan amañ evit kinnig, gant eur bedennig, eur c’houlaouenn d’ar Werc’hez.

« Pemp sul » miz mae (o lakaat da gonta kenta sul miz mezeven pa ne vez nemet peder sul e miz mae) a laka eun niver bras a birc’hirined da ziredek d’ar Folgoët.

Met d’ar pardon bras, d’an 8 a viz gwengolo, gouel ganedigez ar Werc’hez, e vez gwelet pep bloaz eur mor a dud. Ma vez niverusoc’h al Leoniz, dre ma ’z eo Itron Varia ar Folgoët dreist-holl Itron Varia al Leon, en devez-se Kerneiz a zilez eviti o Itron Varia Rumengol ha meur a Dregeriad o Itron Varia-a-Wir-Sikour, e Gwengamp.

Hirio emañ pardon bras ar Folgoët.