Ar vugale vihan a zo lakaet en o gwele. Ne c’houzont ket pegen sammet eo kalon o mamm… ha bremañ e kouskont, eur mousc’hoarz war o muzellou disliv.
Hag o zad !
Gwennael, Herri hag Anjelina, an tri gosa, a chom war sao.
— Mamm, me, ma karit, eme Wennael, a yelo gant Herri da welet war an hent.
— Ya ! kit da ober eur sell war an hent… ha Doue ra vezo ganeoc’h !… Arabat d’eoc’h beza pell avat… Taolit evez da gaout riou !…
Epad ma kerz an daou baotr yaouank war an hent, en avel hag er yenien, an diou vaouez a lavar ar chapeled, pep hini en he fart hec’h-unan evit mirout dihun ar vugale.
Eur barr-amzer a zo o sevel…, an avel gwalarn a voud…
En ti sioul ne glever nemet ar vugale o loc’h en o gwele pe o c’hunvreal a-vouez-uhel. Kenderc’hel a reont da c’hoari en o c’housk… hag o garmou a levenez a sko taoliou-kañv war galon ar vamm strafuilhet.
— Va Doue ! na pebez amzer ! Perak em eus-me lezet an daou baotr da vont er maez ! Kleo ’ta an dour-bilh a ra !…
— Er goudor e vezint aet, mamm.