Da eiz eur, e teu mevel ar Barz da zegas ar vuoch.
— Roet eo bet d’in gant Fanch da zegas d’ar gêr. Paet en deus eur banne d’in ha diskleriet en doa aferiou all da ober…, e kemerfe ar vuoc’h o tremen e-biou d’an ti. Pa ne deue ket, oun deut d’he digas. Sonjet em eus eo tremenet marteze hep sonjal en e vuoc’h, pe ez eo tremenet dre eun hent all… N’eo ket degouezet c’hoaz ?
— Nann, Herve…
Ha Mari-Anna a-vec’h m’he deus nerz da genderc’hel :
— Deus da gemer eur banne, Herve.
— Nann ! bennoz Doue d’eoc’h, Mari-Anna, diwezat eo, poent eo d’in distrei.
— Ya ! diwezat eo ! a sonj ivez Mari-Anna… ha Fanch ne deu ket d’ar gêr.
Gwennael, ar mab hena, ne reseo kelou mat ebet er vourc’h.
Unan bennak a gred diskleria :
— Goude ar foar em eus e welet o vont en ostaleri… Erru oa d’ar gêr, emezan.
— Ha… tommet oa d’ezan ?
— Fei ! kredi a ran n’edo ket… diwar an dour.
Paour kaes Gwennael ! N’eo ket laouen ar gefridi en deus bet da gas d’ar vamm.