Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
II
Doue ra bardono d’an Anaon !
————
Gwall-eur goude gwall-eur !
Eun nozvez, Fanch ar Maout, Fanch ar paotr fin, Fanch a gouezas dindan krabanou ar valtouterien, endra ma ’z edo o karga koad war e c’harrigell.
Dre nerz diskenn er puñs, ar sailh, gwech pe wech, a zegouez gantan chom ebarz.
O welout ar valtouterien, an daou amezeg a oa gant Fanch ar Maout, a skrabas kuit.
Fanch n’oa mui yaouank… ha ken alies e veze mezo bremañ ma en doa kollet e nerz… Evelato o welout oa paket, ez eas eun imor spontus ennan…
— Bandenn… rossou, ne ’z oc’h ket evit lezel an Arvoriz da zastum an traou a zegas ar mor d’ezo !
— Fanch ar Maout ! Fanch ar Maout ! eme ar valtouterien.