Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XVI
« Ar gwir enep ar gaou »
————
Anavezet eo gant an dud ar c’hrenn-lavar-mañ : Ar pez a venn eur vaouez a zo mennet gant Doue.
Janed Kerdraon, ar benherez koant ha pinvidik, a garfe mat dimezi gant Gwennael Bodenneg, mestr-mevel kreñv Roudouz-ar-C’haro. Met hemañ ne zistroio ket war e c’her.
Neuze ? Dimezi erfin gant Perig Bourdelleg ? Chom dizemez ?
Eul lunvez, al louzaouer a oa bet oc’h entent ouz Gwennael epad e gleñved a deuas da Roudouz-ar-Charo.
C’hoant en doa, emezan, da c’houzout ha pare mat oa ar mestr-mevel.
En e gambr, Gwennael a voe sellet piz outan gant ar medisin, sellet ouz e deod, e zaou-
7