— Va glac’har ?
— Ya ! rak, Nedig karet…, ne zimezin ket.
— Ne zimezi ket, goude beza prometet d’az vamm hen ober ? Lavar kentoc’h ne garez ket Janed Kerdraon, e karez unan all, hag e fell ganez dimezi ganti !
— N’em eus karet na ne garin plac’h yaouank all ebet estr eget Nedig Kerdraon.
— Ne gomprenan ket adarre. Na te a zo kuzet ha troidellus, Gwennig !
— Setu va menoz penn-da-benn : goude beza bet o welout an Aotrou Person e kave d’in e gwirionez ez oan eun den yac’h, hag oan laouen meurbet da zimezi. Ar c’hleñved en deus va skoet… Eun dra bennak a chom atao war-lerc’h ar c’hleňvedou-se. Bremañ e sonjan e c’hellfen d’az gwelout, Nedig dreist-karet, o ouela diwezatoc’h war hor bugale klañv, dinerzet, hag abalamour d’in-me. Ar boan-se a ve kalz krisoc’h eget an hini hon devo o chom hep dimezi an eil gant egile. Karout a ri unan all, Nedig.
— Hunvreou, ha netra ken, setu petra eo da venoziou. Lakaomp e vefes klañv eun tammig, me a zimezo ganez evel m’emaout. M’am eus da leñva diwezatoc’h, — n’em bezo ket sur