ziabarz. Da ziwall bras a vezo, ma ’c’h harp, ouz an droug-skevent torzellek (tuberculose pulmonaire).
— Dres ar c’hleñved en doa heñ kement a aon razan ! eme ar vamm strafuilhet.
Araok m’eo kouezet klanv, Gwennael en deus, end-eeun, diskleriet d’e vamm e boaniou a spered hag a galon ha penaos int bet diarbennet gant aliou an Aotrou Person.
En abeg da glenved padus ar mestr-mevel, Janed Kerdraon ha Perig Bourdelleg o deus dizeiziet o eured.
Eozen Kerdraon a en em gave diaes kenañ e benn, en abeg ma ne gomprene ket perak en doa Gwennael nac’het beza e vab-kaer, ha breman setu Gwennael klañv da vervel.
E asant en doa roet d’e verc’h da vont gant Perig Bourdelleg. Ne oa ket hi evit nac’h an holl goulennou ? na ne oa.
Eured ebet avat ne vije graet e milin Roudouz-ar-C’haro keit ha ma vefe ken klañv ar mestr-mevel.
An dale ne zisplijas ket re an holl da Janed. Pesa levenez he defe bet hi en eured, epad ma edo ar c’hleñved en ti ?
Eur wech an amzer eta e vez gwelet e-ki-