Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/183

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
184
KONTAMMET

eus ar foenneier, gleb-teil, rivet, o krena gant an derzienn.

Glao bras a oa bet ha paket oa bet dindan an amzer. N’oa ket deut d’ar gêr da cheñch dilhad, o fiziout e ve deut bannou an heol d’e sec’ha.

Ha bremañ e strak e zent gant ar riou. Ar paotr yaouank kreñv a rank kila.

Sklaset en e wele, dindan eur bern pallennou tomm, debret gant an derzienn savet beteg 40°, ar mestr-mevel, d’ar pevare devez ne yae ket mat. Al louzaouer a zisklerias oa taget ar c’hlanvour gant droug ar gorzennou-skevent hag an tanijenn-skevent (broncho-pneumonie).

Mari-Anna Bodenneg a oa deut d’ar vilin da veilha he mab. Noz-deiz e chome en e gichen, atao war evez, atao laouen o klask kennerzi ar paour kaes Gwennael hag a deuze bemdez, a deue da veza dinerzet evel eur c’hrouadur, dre ma tremene an deveziou.

Gwellaenn ebet ne deue d’ar c’hlañvour, sizun goude sizun.

Anjelina a oa degouezet ivez e Roudouz-ar-C’haro evit beilha, pep eil tro gant he mamm.

Al louzaouer a chome nec’het :

— Eun den kreñv dispar e rank hemañ beza evit gellout herzel ouz an tan a zo en e