Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
XV
« En draonienn-man a c’hlac’har »
————
Mari-Anna Bodenneg n’he deus ket kaset respont he mab da Nedig Kerdraon.
Eur gwaz ne gar ket diskouez e boan. Gwennael en deus kuzet e hini. Pa vezo echu ar bloaz, e kimiado diouz traonienn ar Penfeld, eun fraonienn a c’hlac’har. En taol-mañ ne zistroio ket war e c’her. Da c’hortoz den, nemet Doue, ne ouezo e hent-kroaz. An diabarz — rak eun den a volontez eo — ne zislivo ket war an dianvaez.
Mousc’hoarz, c’hoarz ha kan a ro, end-eeun, da gredi, ne ’z eus ket war an douar-mañ, traonienn ar glac’har, evurusoc’h den eget Gwennael Bodenneg.
Betek an devez ma voe skoet en e... nerz.
Eun abardaevez, Gwennael a deue d’ar gêr