herez-se ne ziskenno ket ken ha n’he deus nemet eur c’heuz : d’hen beza graet. N’oun ket evit kompren e ven aet da garout eun den ken… dismegansus…, dismegansus, ya ! Met echu eo, kerz gant da hent…, me a gerzo gant va hini. Kenavo, Gwennael Bodenneg, mestr an dud. Mestr ar vilin-mañ ne vezi ket. Gwir eo, gwelloc’h a sonjez kaout. Fei ! eun den ken kreñv ! eun den koant ! ha mestr-mevel ouspenn ! N’eo ket ar benherezed koantik, pinvidik a ray diouer d’ezan !
— Janed Kerdraon, n’ho peus ket a wir da c’hoapaat en doare-se ha da vresa kement eur galon ?
— Ar gwir a zo bet kemeret ganez ne c’hell ket beza kemeret gant unan all ? An holl wiriou d’ar wazed ne ’ket ’ta ! hag hini ebet d’ar merc’hed ! Ar gwir em eus amañ da veza mestrez ha d’ar gwir-se e talc’hin. Kenavo eur wech c’hoaz, diskarer an dud kreñv… ha chañs vat d’it !…
— ! ! ? ?
Ken abafet eo Gwennael ma ec’h en em c’houlenn ha n’emañ ket heñ o tihun warlerc’h eun hunvre-fall. Nann n’eo ket gwir he deus Nedig, ar plac’h ken kunv ha ken karantek, distaget komzou ken kalet, ken goapaüs !…