N’eo ket steuzet, avat, gant an taol-mañ, kas Job an Touz. Biken ne bardono da Wennael beza roet lamm d’ezan, heñ mestr an dud. Gwennael a ray mat mirout koueza etre e grabanou, pa vezint o-unan ha tommet da Job, ar « Penn ruz ». Eun taol yud bennak e ve Gwennael en danjer da baka…
Goude ar c’hoariadenn Gwennael a gavas tro da gomz gant Nedig.
— Perak e chom ken teñval da benn, Nedig ?
— « Da » benn ? « Te » a lavarez d’in bremañ pa n’hen goulennan ket ?
Ha Nedig a ziskoueze eun dremm goapaus hag eun neuz uhelek.
— Diaes eo enebi ouz ar galon, Nedig, hag ar galon a gar mont dre « te ».
— N’ouzoun ket petra he deus ar galon da ober amañ, etre ar vestrez hag ar mevel !
— ! ! ? ?
— Ya ! Dalc’h sonj mat atao, Gwennael Bodenneg n’out amañ nemet eur mevel, an hini kenta, ha netra ken. Kreñv out, paotr yaouank… lorc’hus out ivez. Penherez Roudouz-ar-C’haro n’eo ket diskennet izel awalc’h o kas e zad d’az kaout, evit he c’hinnig d’it ? Ar ben-