Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/177

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
178
KONTAMMET


Job, eme neuze Gwennael, deus ganen-me ha gwelomp ha ni a c’hello dont a-benn anezi !

— Ya ! ya ! kit ho taou. Dont a ray ganeoc’h…

Trec’het diou wech gant ar mestr-mevel, Job an Touz a zo savet ennan eur gounnar spontus. C’hoant en deus da nac’h krak-ha-berr goulenn Gwennael. Met o chom da vouza e tiskouezo ez eo adarre falloc’h den egetan. N’eo ket mat ivez ! Setu ma krog.

An daou gorf a bleg, gorrek.

— Unan, daou ha tri !

Ar c’hravaz he deus bet avel…

Evit an eil gwech e vez gwelet o sevel, o sevel gwaret gant ar pouez. Ruz-tan eo dremm an daou baotr kreñv. Gant eun diweza heurtad nerzus ar c’hravaz a zo dibradet beteg ar c’hroaz-lez…

Met dinerzet prim, an daou zouger a ziskrog o daou asamblez hag ar c’hravaz a gouez, a gas d’an douar hag a dorr en e lamm.

— Ar priz kenta a zo d’eoc’h, paotred gouest… hag ar c’hravaz torret a zo d’in-me !

Eozen ne ziskouez ket ar vihana levenez.