Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/176

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
177
KONTAMMET


— Eozen, eme Wennael, pa ’z eo pounneraet a-nevez ar samm, Eozen, n’eo ket evit ho mirout da ziskouez ho nerz, met skuiza a reot o tibrada sammou evel houmañ. Ma kavit mat, Biel a deuio ganen-me en taol-mañ.

Janedig a deuas dioustu war sikour ar mestr-mevel gwelet he doa ar gwad o sevel da benn he zad, en taoliou araok.

— Mat ! mat ! gwir eo n’oun mui en oad. Evelato kaout a ra d’in e ven gouest da zibrada ar c’hravazad-mañ c’hoaz.

— Ya ! ya ! hen gouzout a reomp, Eozen, met gant Gwennael emañ ar gwir, gwelloc’h eo d’eoc’h rei ho plas d’ar mevel…

— Mat ! mat !

Gwennael ha Biel a grog. Ar c’higennou a c’houez, an divrec’h a strak, ar gwad a sav d’ar penn…, met ar c’hravaz ne zistag ket diouz an douar, nemet eun tammig diouz kostez Gwennael.

Diou, teir gwech e klaskont rei avel d’ezi. En aner…

— D’ho tro, Job ha Perig !

Kaer o deus ar re-mañ rampat, kaer o deus termal, ar c’hravaz ne finv ket.

An dud nec’het. Ar priz kenta eta a ranko beza rannet.