Evit an eil gwech Gwennael a ya d’an douar, war e gostez en taol-mañ… Pell pell e chom an divesker da c’hoari luia-diluia, ar c’horfou da ahanat ; an daou c’hourener start war o zreid o chom en o sav… Eun heurtad nerzus… ha Job an Touz war benn e glin… Ar sellerien a denn o alan…
— Awalc’h, evit ar c’hrogad kenta ! Keit-ha-keit !
— Paour kaes Gwennig, perak ez out aet d’en em ganna gant krenvoc’h egedout evelse ?
Hag ar vamm a sec’h e zremm d’he mab, epad m’emañ o lakaat urz en e wiskamant.
Nedig, o santout he c’halon o vihanaat, he deus troet he fenn.
— N’ho pezit ken aon, mamm. E drec’het am eus disul hag hirio ec’h en em gavan kreñvoc’h.
Ha Gwennael a glask sellou al « lagad du ».
An eil krogad, end-eeun, a gasas Job an Touz teir gwech da leda war ar brenn evit eur wech da Wennael.
Eul lamm all ! Job an Touz en taol-mañ a zo kaset da zibri brenn. Pa sav, leun a vrenn-koad en e vleo, en e c’henou hag en e zaoulagad, an dud, epad m’emañ heñ oc’h en em