Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/167

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
168
KONTAMMET

Biel, arabat sellout du outan. Ne goller ket eur voazamant en eun devez ! Te, Anjelina, ne ’z out ket deut da veza eur plac’h yaouank parfet, ma ’z out parfet e pep giz, a-zindan pemzek devez !

Herri heñ en deus dilezet ar mor evit disalla e gorf eun tammig hag evit gwelout ar breur bras n’en deus ket gwelet eur pennad a zo.

Abaoue m’eo bet o kaout an Aotrou Person, Gwennael n’eo mui an hevelep den. Klevet e vez bremañ o sutal hag o kana : eun dra divoaz krenn a bell ’zo.

Mantret e voe ar vamm. Souezetoc’h e voe c’hoaz o verzout pegen teñval oa penn ar benherez.

Arsa ! amañ eo cheñchet penn d’ar vaz ! Gwennael bremañ a zo evel eul laouenanig, ha Nedig, hag a gane evel eun eostik, a chom klozet he beg !

Na vezit ket nec’het, mamm gaes ! En abardaez-mañ, goude an abadenn, Gwennael en deus sonj goulenn diganeoc’h mont da rei e respont da Eozen Kerdraon. Diouz al liou a zo war e zremm eo aes gouzout pesa liou en devo ar respont-se.