Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/166

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


XIV


Ne ’z eus ket Bod-Roz
ha n’en defe ket e zrein


————


Mari-Anna Bodenneg he doa mall da c’houzout e pe stad edo e mab hena. O veza ma kare merc’h koant ar miliner hag heñ karet ganti, o veza ouspenn m’en doa diskleriet ne zimezfe biken, buhez Gwennael, e Roudouz-ar-C’haro, ne oa ket moarvat diouer a c’houervoni.

Anjelina hag Herri o doa, er sulvez-se, ambrouget o mamm betek Roudouz-ar-C’haro.

Eun abeg mat bennak a vez kavet atao.

Anjelina he doa ezomm da welout Nedig evit dilhadou ha gwiskamantou. Ne lavaran ket n’he doa ket eun abeg all, kuzet. Daoust ha ne ve ket evit merzout ha Biel en deus dalc’het d’e c’her chom bepred diwar an dour.

Ma klevez bremaïk, Anjelina, eo bet, eur wech pe ziou d’an hirra, anat eur banne war