Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/164

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
165
KONTAMMET

wellaenn souezus degaset en e beadra, peogwir eta ne c’hell ket an danvez beza eun harz mat… ne welan ket perak ne ve ket graet an traon…

— Doue r’ho pennigo, Aotrou Person, evit ho madelez !

M’en defe kredet, me ’sonj, en defe Gwennael poket d’an Aotrou Person. Da vihana starda a ra d’ezan e zaouarn ken na strak e vizied, ma lavar an Aotrou Person d’ezan goude gant eur mousc’hoarz ha dre floura d’e zaouarn.

— Ya ! Gwennael, yac’h out ha… kreñv ouspenn…



————