Mont d’an endalc’had

Pajenn:Rozec - Kontammet, 1939.djvu/161

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
162
KONTAMMET


— Fei ! adalek ar mare-se n’eo ket bet druz ar soubenn na teo an amann war ar bara.

— Emaomp ganti ! Sammet gant e boan « Fanch ar Maout », Doue ra bardono d’an anaon ! en deus klasket koll an eñvor ; ar boan en deus digresket d’e bec’hed. Gaou en deus graet evelkent ouz e vugale vihan oc’h en em rei d’ar vezventi. Ne ouie ket awalc’h ar pez a lavar kantig an taolennou :

Warlerc’h pec’hed ar vezventi
E vez kavet merzerenti.
Eur mezvier a gas hep dale
Da doull ar bez e vugale.

« Gwanoc’h eo bet dre-se ar vugale yaouanka eget ar re vrasa. N’eo ket sur avat e ve bet silet kontamm an evaj en o gwazied. Eun den kreñv evel Fanch Bodenneg ne goll ket buan e nerz hag ar vamm he deus bet d’ar wech gwad yac’hus.

« Ar pez a ra d’in sonjal ez eo bet brasa penn-kaoz gwanded, kleñved hag en-diwez maro ar vugale vihan-se n’eo ket kement an evaj lonket gant an tad met ar boued dister. Ar vugale-se n’int ket bet maget evel ma oa ret. An dienez muioc’h eget ar vezventi eo he deus barnet d’ar maro, dienez kresket eun tamm marteze gant dispignou-ostaleri an tad.